Degemer mat e Lannion Collectif
Krouet e miz Mae 2023, Lannion Collectif a oa da gentañ ur greizenn prederiañ digor hag a oa e bal dastum kinnigoù evit dilennadegoù an ti kêr.
Graet eo. Bremañ e kinnig Lannion Collectif ul listenn geodedel .
C'hoant hon eus kaout ur gumun kengret ha degemerus d'an holl.
C'hoant hon eus kaout ur gumun a zo engouestlet gant an ekologiezh hag a ginnig diskoulmoù.
C'hoant hon eus kaout ur gumun demokratel da vat a ro tro d'an holl da gemer perzh en oberoù foran.
C'hoant hon eus kaout ur gumun troet war krouiñ gant kalon a lak war wel he glad hag a zo digor d'al liesseurted sevenadurel.
Petra eo ul listenn keodedourien ?
Ul evit mont war renk eo ul listenn keodedourien disheñvel eus reoù boutin dre he zoare d'ober hag he mont en-dro.
Peurliesañ e vez savet al listennoù boutin eus krec'h d'an traoñ, anvet hini penn al listenn gant ar strolladoù. Evit pezh a sell eus ul listenn keodedourien e vez savet dre vras gant an dud a gemer perzh, a bep seurt tud, o tont eus ar gevredigezh sivil. Plijout a ra dezhe ezteurel ha kemer divizoù en un doare a-stroll.
Evit pezh a sell eus al listenn keodedourien Lannuon eo bet divizet sevel ul listenn d'ar 4 a viz Gouere 2025, da-heul un "dilennadeg hep emstrivad". Evit gouzout hiroc'h diwar-benn an doare se da vont en-dro, klikit amañ.
Evit dilennadegoù an tiez-kêr 2020, oa bet kinniget 384 listenn keodedourien ha perzhidi e Frañs a-bezh. Aet ar maout gant 66 diouzhte.
Dre ar c'hoant lakaat an dud da gemer perzh er vuhez foran en un doare reizh ha kenlabourus, talvezout a ra ul listenn keodedourien ur respont d'an disfiziañs ha d'an dilez politikel a-vremañ.

×